Kelligoù kraoñellek eus ac'had an hemati, bezant er rizhell pe e gouziviad kleñved Biermer ; etreat int d'ar promegaloblast ha d'ar megalokit ; anezho eritroblast naouus dre o ment vras ha finded rouedad kromatin o c'hraoñell ; bazennlen da gentañ (25 µm treuzkiz), ez eont da lieslivuzennlen (16 µm) ha da drenkennlen bep ma kresk feur an hemoglobin en o frotoplasm ha ma steuz o c'hraoñell.