1 A-zave a) d'ar mel a-livenn : melel pe livennvelel ; b) a-zave da vel an eskern : melel pe askorn velel. 2 A-zave d'ar vezonenn. 3 Lodenn greiz un organ a-gevenep d'ar gaenenn pe lodenn drobarzh, sk. : mezonenn ar wagrenn uslounezh pe mezonuslounezhenn.
NOTENN : Pa vez anv eus an eskern, e reer gant Gl. corticale, Br. kaenenn da envel al lodenn galet trobarzh, nemet, dindan ar gaenenn emañ, hervez stumm an askorn, ar gwiad spoueek (Gl. tissu spongieux) pe ar mel (Gl. moelle) o c'henniñ kavenn greiz an askorn, pe kavenn ar mel (Gl. cavité médullaire).