Preder

Geriadur ar vezekniezh

médicamentdrug, medicament, medicinelia g. -où, gwezher g. -ioù

“Nep danvezenn pe genaozad erzodet evel araez kurañ pe ergurañ e-keñver ar c'hleñvedoù denel pe loenel, ivez nep aozad diounezadus d'an denion pe d'al loened e sell da savelañ un deznaou mezegel pe da assav, dereizhañ pe daskemmañ an arc'hwelioù organel anezho” (Dezveg foran ar Yec'hed, Frañs, 1967) ; d'ober al lia ez a ar bon (sl.  base 4 ), ar gwezher harpañ pe harpad (sl.  adjuvant 2 ), an ambrougenn (sl.  excipient), ar reizhuzenn (sl.  correctif) ; lies tennad zo da gentraderezh ul lia : 1) an imbourc'hioù rakklinikel, graet war gelligoù, gwiadoù, organoù dredet ha neuze war loened ; 2) an imbourc'hioù klinikel, anezho re ar bazenn I, arnodet war youladed yac'h, ar bazenn II, renet war un nebeut klañvourion diuzet, ar  bazenn III, war gouziviaded niverusoc'h hag e-skoaz prederiadurioù dave, ar bazenn IV o teraouiñ gant ar brientad mont en nevid (sl.  autorisation de mise sur le marché, double anonymat : épreuve en , , La-09 336-343).

Kent War-lerc'h