Preder

Geriadur ar vezekniezh

médiateur chimique, neuromédiateur, neurotransmetteurchemical mediator, neuromediator, neurotransmettor, neurotransmitterhanterad  g. kimiek, nervhanterad g., nervdreuzkaser g. -ioù

Danvezenn dilaosket gant gwiadoù 'zo (dibennoù nervel, gwagrennoù) hag o vont da werediñ war wiadoù all ; en nerveg, e treuzkasont ar broud (ar stlenn) e par ar sinapsoù eus un neuronenn d'unan all pe d'un organ ; anezho seurtadoù niverus, en o zouez an aketilkolin, an noradrenalin, an dopamin, ar serotonin, an histamin, an drenkenn γ-aminobutirek (GABA), h.a. ; pep hini anezho o werediñ war ur buzer (Gl.  récepteur) spesadel d'ur gwered bevoniel dibarek (sl.  acétylcholine, adrénaline, catécholamines, dopamine, histamine, sérotonine, La-18 38-39).

Kent War-lerc'h