Rannbarzh kreizer kavenn ar brusk, loet etre an div skeventenn, ar glerenn hag al livenn gein, oc'h enderc'hel ar galon hag ar gwazhied bras, ar vriant hag ar bronkez ezskeventel, an treizher, an toazon pe an dilerc'h anezhañ ha limfforzhioù niverus ; e rannañ a reer dre un dalenn a-dreuz o tremen dre forc'h ar vriant etre 1) kavenn araok ha krenn ar poullkreiz (TA cavum mediastinale anterius et medius), enni ar galon, gwareg an aortenn, an div wazhienn gav, dilerc'hioù an toazon ha gwriziennoù ar skevent, ha 2) kavenn adreñv ar poullkreiz (TA cavum mediastinale posterius), enni ar vriant, an treizher, an aortenn vrusk a-ziskenn, ar gwazhiennoù ampar ha san ar brusk.