Preder

Geriadur ar vezekniezh

médecine libérale ◊ ◊ mezekniezh frank, frankvezekniezh b.

Mezekniezh embreget hervez ar pennaennoù-mañ : a-berzh ar c'hlañvour ar gwir da zibab e vezeg, a-berzh ar mezeg ar gwir da zibab lec'h e stal, da zivizout e ordrenadurioù ha da zegemer e vriwerzhioù war eeun digant e arvalion, an endalc'h hag ar gwir da zerc'hel ar rin micherel ; dav eo notañ e tenn ar gwirioù-se, ken re ar c'houziviaded, ken re ar vezeion, da gurzhañ gant dedro armerzhel ha politikel ar c'hevredigezhioù.

Kent War-lerc'h