E Frañs, hervez kendivizad mezegel 2004, ez eo ar m. p. an embregour en amoug kentañ (Gl. praticien de premier recours), pe a ensamm prederiañ ar c'hlañvour, pe a ziviz e zaveiñ etrezek ur mezeg keñverek (sl. médecin correspondant) ; da bep kretaed eo dleet diskleriañ d'e gef kedskor ar mezeg kentañ en deus dibabet ; da heul, e kaougant ar c'hef an erolad arouelioù kenurzhiet (Gl. parcours de soins coordonnés) a zo aotreet d'ar c'hretaed heuliañ etre e vezeg kentañ hag ar vezeion geñverek.
NOTENN : Ur skritell amaezhel hep mui eo amañ an hogozenn “traitant”, ganti un dislavar furmel n'hon eus abeg ebet da zegemer e rezh ur c'hevatal * mezeg prederier ; rak dre embreger ar gefridi digen ez eo dres e hini, daveiñ e arvalion etrezek mezeion all, e tiouer ar médecin traitant e roll a brederier ; e emell eo hini an embregour a raed anezhañ ar “mezeg familh”, eleze klevout ouzh e arvalion, o frederiañ e unan pe o fiziout en arbennigourion.