Preder

Geriadur ar vezekniezh

massokinésithérapiephysicotherapy, USA physical therapy, physiotherapyMerataerezh-bevfiñvouriezh, Leuñvouriezh

Prederiadur dre ar merata hag ar fiñval, diskiblezh embreget gant eilerion vezegel diplomet (sl.  kinésithérapie, Preder 112-113 3, La-09 344).

NOTENN : Mesk ez eus en arver ar c'hedrannoù physio- ha physico- hervez ar riezoù ha, da heul, hervez an aozerion : gwech e vez lakaet physio- da zaveiñ d'ar Vevedouriezh ha physico- d'ar Fizik ha d'an araezioù fizikel, gwech ez arverer an eil hag egile evel kensterioù — da lakaat ivez ne glot ket eus ur riez d'ar re all an embregerezhioù lakaet dindan an anvadoù ; da skouer, e Frañs e verk Gl.  physicothérapie, physiothérapie an arver yac'hadel eus gwezherioù fizikel (adalek an dour betek ar c'horfoù skinoberiek).

Kent War-lerc'h