Preder

Geriadur ar vezekniezh

marqueurs tumorauxtumour markersmerkerioù hanwe

Molekul ezreol pe bezant en ur feur ezreol er gwadveiz, o testiñ revoud ha dedro yoc'hennoù kankrel 'zo gant un derez dizingal a spesadelezh, anezho  : proteinoù rizhellel (ACE : kolon ha youlc'h ; AFP : avu ha klidenn) ; proteinoù torzhiennel (hCG : torzhienn ha klidenn) ; antigenoù (PSA : raksavenn ; TPA, CA : skoedenn, vierez ; MCA : bronn) ; enzim (PAP : raksavenn ; NSE : neuroblastom, kankr kelligoù bihan ar skevent) ; hormonoù (kalkitonin, tiroglobulin : skoedenn) ; pouezus int evit eveshaat an dedro dreist holl — evit an diournat e tioueront kizidigezh ha spesadelezh.

Kent War-lerc'h