Preder

Geriadur ar vezekniezh

Marion : opérations de—Marion's operationsgwezhiadennoù Marion

1° Araezad erougurañ disgweread ar c'hwezhigell, anezhañ amparañ ur c'han troazh nevez dre dunnelaat ar gwiadoù endan-gaezour ha dazluniañ kavenn ar c'hwezhigell dre grafaelañ houmañ ouzh faskienn kigennoù eeun ar c'hof ; 2° amzivenañ ur bogod eus ar c'hwezhigell dre hent ar gaezourenn ; 3° amparañ ur c'han troazh nevez goude peurglozañ ar c'hwezhigell ; gwezhiadenn renet pa vez ur fic'h c'hwezhigell-gouin ha distruj gouzoug ar c'hwezhigell ; 4° dlita ar c'hleuz youlc'h-krozh dre grafaelañ talbenn araok ar youlc'h ouzh talbenn adreñv ar gouin ha gouzoug ar grozh : gwezhiadenn amkanet da barraat ouzh drekplegad ha drekwariad ar grozh.

Kent War-lerc'h