Preder

Geriadur ar vezekniezh

Marchiafava-Micheli : maladie de ∼Marchiafava-Micheli's diseasekleñved Marchiafava-Micheli

Furm amwad loezadel arzeuat henek grevus, naouus dre ur gouikter hag un droazhhemoglobinegezh grezvarrek nozel ; dre an imbourc'h skinizotopel e stader e revez, e-kichen an hemati reol, ur c'hread (klon) leukokit, pladanoù ha hemati kleñvedek berrhoali e diouer antigenoù koc'hennel ; o tedreiñ dre frapadoù e-doug bloavezhioù, erzerc'hat dre waskadoù laur kof, trombozioù gwazhiennel (azoniad Budd-Chiari), poreadoù garv ; darvezout a ra ar marv da heul un angwe a 'r mel pe ul leukemiezh lemm mieloblastel (sl.  Budd-Chiari : syndrome de ).

Kent War-lerc'h