Muzul an amzer ret da zistro ar gorvez godel goude un tredanfraouaat herrek (120-150/s) arloet e-doug 30-60 s dre araez ur sont dodet er c'hentez dehou e kefin ar god ; hiroc'h eo ar pad etre dibenn ar fraouadenn ha distro korvez piaouel ar god pa vez darallet hemañ.