Preder

Geriadur ar vezekniezh

malnutritionmalnutritionmivagañ, mivag g.

Termen hollek oc'h aroueziñ nep ezreolder er magañ, dre reñver, diouer pe digempouez (sl.  athrepsie, carence, inanition, dénutrition).

NOTENN : Kemm a lakaer etre diarsell an enankañ, eleze ar vouetadurezh, doareoù ar boued kemeret gant ar bevedeg, ha diarsell an danveziñ, eleze ar c'hennevid, tonkad ar boued ur wech euvret ; kemm hemañ na vez ket sklaer bepred e hanc'herieg ar yezhoù all (Gl.  alimentation, nutrition, Sz.  feeding, alimentation, nutrition, Al.  Fütterung, Nahrung, Ernährung) ; kinniget eo bet fraeshaat an hanc'herieg vrezhonek dre zeverañ diwar -mag- an termenoù o sellout ouzh an enankañ, diwar -mezhur- an termenoù o sellout ouzh an danveziñ (sl. La-16 163-165).

Kent War-lerc'h