Preder

Geriadur ar vezekniezh

malin (b. : -igne), pernicieuxmalignant, perniciousyud aa., arialek aa.

A-zivout ur c'hleñved manguñv, o tedreiñ ent emdarzh d'ar marv.

NOTENN : I– Aozerion c'hallek a ra anv eus symptômes anormaux pa gomzont eus ar c'hleñvedoù yud, evit arbouezañ an anreizhiadek eo an azonoù anezho ; gwell e kredan kinnig un adanv all : tra ma verk ezreol ur skarad e-keñver ar reolded, en eneb e verk disreol an andave da nep reolded, an antrevn. .

NOTENN : II – El lizheradur gallek e talvez malin ha pernicieux da zec'heriañ an un keal (skouerioù etre re all : tumeur maligne, anémie pernicieuse) ; diouzh o zu ez arver an aozerion saoznek malignant ha pernicious e degouezhioù dibarek, da skouer pa reont eus ar malignant anaemia ur spesad eus ar pernicious anaemia — arlivioù deberzhek a ve dizeur enporzhiañ e brezhoneg. Kinnig a ran ober gant Br.  yud evel kedrann anvad (sk. :  an amwad yud), gant Br.  arialek evit merkañ derez ar c'hrevusted (sk.  ur pore arialek).

Kent War-lerc'h