Preder

Geriadur ar vezekniezh

maladie émergenteemerging diseasekleñved eskorat

Pore devoudet gant ur gwezher dianav betek neuze (legionelloz, haza) pe dinodet da heul daskemmadur ur gwezher anavezet ; nevezded ar c'hleñved zo e dalc'h parennoù diseurt : kemm danvevad, trezouger, kleñvedusted, skod, dargenad o reiñ d'ur viruz milgerc'h tredizhusted ouzh an denion (grip an evned, empennaouedoù spouevanek), pe c'hoazh, bakteri saprofitek aet da gleñvedus a-gevaraez d'ur gouzizad a 'n hangae, (kleñvedoù koulzataer) ; anv a reer eus kleñvedoù adeskorat (Gl.  maladies réémergentes) azivout poreoù a selled evel ezvoudet (brec'h) pe war steuziañ bennozh d'ar c'houlzadoù vaksinerezh (difteriezh), a-zivout ivez kleñvedoù darreuziadek istorel a weler o tistreiñ dre wall an davantegezh, pe a zoujer na zistrofent evel araezioù sponterezh (bosenn, brec'h, serk).

Kent War-lerc'h