Gouliez dilaur o tennañ da zonaat, e dalc'h un anaf nervel peurliesañ ; div furm a zeskriver : an d. t. genaouel (Gl. m. p. buccal), anaez dibaot, naouus dre gouezh emdarzh an dent, deloezañ ribl al logigoù, treloezadoù ar stavn, dec'hanet gant un trigevellfo, e dianlen an tabez alies, hag an d. t. solel (Gl. m. p. plantaire), gouliez sezet dindan ar c'henvell kreiztroad-oeñsoù, o tennañ da wazhañ ar c'henvell, devoudet gant an tabez, an diabet c'hwek, al liesnervennfo, ar c'havnvelad, al lovrezh.