Preder

Geriadur ar vezekniezh

mal des rayons ou des irradiations pénétrantesradiation injurydroug ar skinoù pe ar skinadoù trebarzhus

Strafuilhoù gouzañvet gant ar glañvourion prederiet dre ar skinoù X pe ar c'horfoù skinoberiek, gwech kentrat, skañv, berrbad, heñvel a-walc'h ouzh an droug mor, gwech goulerc'hat, o c'hoarvezout eus un asikted don gant darc'hoal, c'hweladoù, terzhienn, trec'hwezh, iswask talmerel, e dalc'h daralladoù ar gwad ha deloezadur ar gwiadoù kleñvedek distrujet ; gant reuzidi an argadoù derc'hanel pe an darvoudoù en imbourc'hvaoù atomel, e stader, hervez kreñvder ha padelezh an ardizh, gwech anaezioù nervel marvus raktal pe dindan un nebeut eurvezhioù, gwech erzerc'hadoù koazhadel (c'hweladoù, darc'hoal, terzhienn) o tarvezout e-kerz ar 15 deiz kentañ ha marvus ivez, gwech direizhoù gwadel da heul anafoù ar mel eskern, oc'h anadiñ goude teir sizhun, lod anezho kuradus.

Kent War-lerc'h