Embregour diplomet oc'h eveshaat an dougerezed, ouzh o ameilañ e-pad ar gwilioud hag o reiñ an arouelioù kentañ d'an nevezc'hanidi.
NOTENN : A-henvoaz eo merc'hed a skoazelle ar merc'hed all da wilioudiñ. Abaoe dibenn an 20t kantved avat e tebarer an diplom d'ar baotred ivez, alese ur gudenn anvadurel. Er broioù saoznek, e talc'her da voaziañ midwife en div reizh benel ha gourel. Er broioù gallek, goude ober da gentañ gant homme sage-femme e stagad, e-tro 1980, da arverañ ar gourel maïeuticien hag ar benel maïeuticienne e-kichen an anvad boas sage-femme. Eeunoc'h eo bet e brezhoneg, pa spiras lemel azon ar benel diwar an termen hengounel amiegez (sl. La-08 17, La-16 354-355).