Preder

Geriadur ar vezekniezh

magnésiummagnesiummagneziom g.

Elfenn gimiek (arouez Mg) a niverenn atom 12, metal skañv danvezet e rezh kendeuzadoù er greanterezh (en aerlestrsaverezh) ; direer kreñv, dre gediañ ouzh an oksigen e par un oksidenn stabil tre, ar vagnezia (MgO) ; leteñvel e roll er c'hlorofil ouzh hini an houarn en hemoglobin ; sellet evel gourzhaler ouzh ar c'halkiom er bevedeg, hag erskrivet er yac'hadurezh evit leiaat ar vroudadusted nervgaherel ; e drefennañ a reer er furm sulfat da barraat ouzh strafuilhoù ar gorvez kofigel en angwazhiad lemm ar c'haher kalon ; gant an troazhusvorc'herioù e vez riskl ur gouvec'h magneziom (ha kaliom).

Kent War-lerc'h