Preder

Geriadur ar vezekniezh

maculemacula1 maelenn b. 2 brizhenn

1 (Kroc'henouriezh) anaf elfennel anezhañ ur vrizhenn ruz, anvalirek, diverket gant ar pouezañ. 2 (Korfadurezh, Skouarnouriezh) tevaenn hirgelc'hiek en epitelienn ar grozhig (b. ar grozhig, TA  m. utriculi) hag ar sac'hig (b. ar sac'hig, TA  m. sacculi), enni an otolit (pe statokoni) hag ar c'helligoù skiantennel (outo ar stereokil), aplud nervenn ar sac'hig (TA  nervus saccularis) hag an nervenn grozhig-gloestr (TA  nervus utriculo-ampullaris).

Kent War-lerc'h