Stroll bevastalerioù a ranner etre ar m. gwir (eritromikin, oleandromikin, spiramikin, h.a.) hag ar m. kerentiet (linkomikin ha klindamikin, a renker e kevrennad al linkozamideier, virginiamikin ha pristinamikin, renket e kevrennad ar streptogramineier) ; gwerediñ a ra ar m. war ribozomoù ar bakteri dre skoilhañ ouzh ereadur an amindrenkennoù ha kresk an hadenn ; nes eo skalfad o gwerederezh ouzh hini ar penikillineier.