1 Bezañs makroglobulin e plasma ar gwad. 2 Feur makroglobulin er gwad ; stadet e vez un usvec'h argrenn en un niver a gleñvedoù (kirroz, azoniadoù nefrotek, avufo henek, lupuz eritematus, mononukleoz poreel) ; feurioù uheloc'h a vez eilvedel da gankroù 'zo (epiteliomoù, sarkomoù) ha d'an tripanozomiaz ; ar feurioù uc'hek a gaver en un anaez a ziskouez bezañ kentael : makroglobulinemiezh hennadek Waldenström, kleñved ar reizhiad retikulolimfoidel, marvus, o tedreiñ gorrek, naouus dre un amwad, gwadliñvoù, usvent an avu, ar felc'h hag ar gwerblennoù, un elwenn hag ur gourustizh gouzediñ ; ar gwad, uhelaet e dolz hag e c'hludegezh, zo ennañ un immunoglobulin M (IgM) monoklonel borc'het gant plasmokit evodet eus al limfokit B (sl. dysglobulinémie, immunoglobuline, lymphoproliféra-tifs : syndromes ∼ ).