1 Angevezh a zewerc'her dre lezel da soubañ en dour yen danvezennoù struzhel pe loenel war-benn douhenniñ ar gwezhuzennoù anezho. 2 Termen arveret er Vezekniezh lezennel da verkañ an daralladur o c'hoarvezout gant kroc'hen palvoù ha solioù ar c'helanoù bet manet pell amzer en dour, aet o epiderm arwenn, tevaet ha roufennet hag o tistagañ tamm ha tamm diouzh an derm ; gant derez ar mouediañ e tastumer keal arnesadek eus pad ar soubadur ; an un termen a ra gantañ an amiegourion er c'herienn krouell mouediet (Gl. foetus macéré) da aroueziñ ur grouell varv ezvountet goude hirvenel el liñvenn amnionel.