Azoniad naouus dre un dreistsklaerded skevent untu, hollek pe kantet en un dolbezenn, oc'h anadiñ war ar skinlunioù ; en taread sklaeroc'h ned eo ket dardennet ar skeventenn met, en eneb alies, angrizet da heul steviadur ar c'horrvronkez trobarzhel endra van reol ar bronkez bras ha leiaet ken ar gwenterezh ken eroueriadur ar skevent ; strafuilhoù o c'hoarvezout alies evel arlenad da vronkezskeventadoù grevus untu eus ar bugelvezh kentañ.