Anaez, paotoc'h gant ar merc'hed, naouus ent klinikel dre ar gevreted eus erzerc'hadoù kroc'hen muiek e par an izili (krugennoù sklaer en o c'hreiz, maelennoù azgell, purpura) hag arzostoù kantreidik dibad ; o tedreiñ etrezek ar pare goude lies resmiad terzhiennek gant laurioù kof ; en ervez da rouestlañ diac'houde e rezh ur bloueigfo etrekorrwazhiedel ; er gwadveiz ez eo izel feur ar glokaenn ; ar bevsav a ziskouez anafoù gwazhiedfo allergek.