Preder

Geriadur ar vezekniezh

McArdle-Schmid-Pearson : maladie de ∼, glycogénose type VMcArdle's syndromekleñved McArdle, glikogenoz g. rizh V

Kleñved enzimatek hêrezhel treuzkaset er mod aotozomek enkilek, anezhañ ur glikogenoz naouus, ent klinikel, dre ur skuizhadusted vuiek, glazoù laurus diouzh ar striv, bezañs mioglobin en troazh ; ent vevoniel, dre ezvezañs ar gwadusvec'h trenkennoù laktek ha piruvek e-kerz al labour kigennel dindan heskwad ; kiriek d'an anaez eo yoc'hadur kigennel ar glikogen, skoilhet an ec'haozañ anezhañ gant ezvezañs un enzim, ar fosforilaz kaherel.

Kent War-lerc'h