Yoc'henn yud oc'h evodiñ eus ar gwerblennoù hag a-wechoù eus gwiadoù limfoidel ar felc'h, an avu, ar benvegad koazhañ, an eskern, h.a., o tassezañ hag o tedreiñ d'un andizh herrek ; er prantad diwezh, gant tremen ar c'helligoù yud e wisk ar gwad un arvez leukemek ; d'ober ar yoc'hennoù ez a pe limfokit bihan (limfokitosarkom), pe kelligoù heñvel ouzh al limfoblast, dezho kraoñelloù bras ; lies rummatadur zo bet eus al limfosarkomoù, adalek hini Rappaport (1966) etre limfokitosarkomoù, limfoblastosarkomoù ha retikulosarkom andiforc'hek, diforc'hek ha plasmokitel, hini Kiel (1991) o renkañ al limfomoù anhodgkinek hervez derez o yuted, betek hini Aozadur Bed ar Yec'hed (2001) etre limfomoù B ha limfomoù T/NK (sl. cellules B, cellules thymodépendantes, cellules tueuses naturelles).