Preder

Geriadur ar vezekniezh

lymphoïde : système ou tissu ∼lymphoid tissuereizhiad b. pe gwiad limfoidel

Teskad ar c'helligoù hag an organoù a zo en o dalc'h an erwezhioù hangaeañ spesadel, ouzh e ober : 1) al limfokit, ar bongelligoù ez int an disoc'h anezhañ hag ar c'helligoù deveret diouto (limfoblast) — diaes eo dec'havaelañ an ac'hadur anezho betek o zreuzfurmadur e kelligoù dewerc'her (immunokit) : al limfokit B ha T hag ar plasmokit ; bezant emaint er gwad, el limf, er gwiad kenglenel ha dreist holl en organoù limfoidel ; 2) an organ où limfoidel ma tiwan, ma azv ha ma emdro al limfokit : toazon, mel eskern, gwerblennoù, huegoù, plakennoù Payer, divilhenn, derm ha tonenn ar glaourgennoù ; o kewezhiañ strizh emañ reizhiad limfoidel ha reizhiad retikuloendotelel.

Kent War-lerc'h