Preder

Geriadur ar vezekniezh

lymphocytes : transformation des ∼ in vitro, test de la transformation lymphoblastiqueblast transformation of lymphocytestreuzfurmadur al limfokit in vitro, prouad an treuzfurmadur limfoblastel

Treuzfurmadur in vitro al limfokit bihan e kelligoù hangaec'hougonek (pe immunoblast, pe kelligoù blastek) goude keraezañ un antigen a zo hangaeet outañ an hinienn e teuont anezhi, prouad hemañ o talvezout 1) da andalañ ar wiadkempadusted : mar mesker in vitro limfokit div hinienn nad int ket gevelled unreek, ez eo seul vrasoc'h niver al limfokit treuzfurmet en immunoblast ma 'z eo kevaralloc'h antigenoù leukokitel an div hinienn, eleze ma 'z eo brasoc'h an digempad gwiadel etrezo ; 2) da zinoiñ an allergiezhoù garvevel pe liael.

Kent War-lerc'h