Tanijenn ar gwazhied limf ; diforc'hiñ a reer al l. kefel (Gl. l. tronculaire), tanijenn ar c'hefioù limfel, al l. gwriziennel (Gl. l. radiculaire) o tizhout gwrizioù al limfforzhioù ebarzh ar flugez hag ar c'hroc'hen, al l. rouedadel (Gl. l. réticulaire) oc'h anafañ rouedadoù limfel an derm ; l. karkinomatus a reer eus ur seurtad kankr a 'r skevent naouus dre vezañs kelligoù kankrel ebarzh al limfforzhioù eus gwiad entremezel ar skevent.