Dermatoz naouus dre ur blakenn hevonn ruz, un nebeut ensiladek, gourc'hennus, o skoanañ en he c'hreiz, sezet war ar parzhioù dizolo : fri, divvoc'h, divskouarn, brigenn, daouarn, ha war glaourgenn ar genoù ; deskrivañ a reer furmoù strizhkantet pe diskoidel, gant ensiladur hag hiperkeratoz muiek ha kleizennadur sklerozek ; ha furmoù emdizhat, diavas, darwazhus, o tedreiñ dre resmiadoù emledus hag argizus ; anaez spegus, adfeilhus ha kuñv peurliesañ ; dianav eo e arbenn.