Hentenn diren disvelladoù ganedigel al lez dre arloañ ouzh ezel traoñ ar bugel lakadurioù lerc'h ouzh lerc'h : da gentañ, pellaat, plegañ ha c'hwelañ war ziavaez e-pad tri pe pevar miz ; d'an eil, pellaat, plegañ argrenn, hep c'hwelañ, tri miz pad ; d'an trede, c'hwelañ war ziabarzh e-doug tri miz ; pal an embregadoù o vezañ angrizañ ar pourc'had ha diorren to ar bodenn.