Naouez o verañ eus ar grozh da heul ar gwilioud, etre pemzektez ha miz pad, anezhi gwad, glaour ha dilerc'hiadoù torzhienn ; hervez an neuz anezhañ e teskriver an olliñv ruz (Gl. lochies rouges, Sz. lochia cruenta pe rubra), an olliñv levrus (Gl. lochies séreuses, Sz. lochia sanguinolenta), an olliñv linek (Gl. lochies blanches, Sz. lochia alba pe purulenta).