Preder

Geriadur ar vezekniezh

localisation cérébralecerebral localizationkeflec'hiad g. empenn

Tachad eus ar bluskenn empenn o klotañ gant un eraeziñ pe ul loc'hañ dibarek el lec'h-mañ lec'h eus ar c'horf ; savelet eo bet glennad ar c'heflec'hiadoù empenn dre studiañ ar c'heñver etre anafoù an empenn ha daralladoù ar merzhout hag ar fiñval ; ent arnodel pe dre stadadennoù graet e-kerz an oberatadennoù war an empenn, e noter klotadurioù etre ar broudañ arloet ouzh tachadoù diseurt eus an empenn hag an eraezadoù diskleriet gant ar gouziviad pe an argrezadoù o c'hoarvezout gant kigennoù e gorf .

Kent War-lerc'h