Preder

Geriadur ar vezekniezh

lipoprotéinelipoproteinlipoprotein g.

Aoz al lipid er gwad, ereet ouzh ar proteinoù (ouzh ar globulinoù plasmatek peurliesañ), e rezh molekul daouat enta, lies seurtad anezho, a rummer dre an tronizhañ hervez o douester : 1) ar c'hilomikron pe rak-β -l, izel kenan o douester, (arouezet dre an teskanv VLDL, Sz.  very low density lipoprotein), 2) al l. a zouester izel pe β -l (LDL, Sz.  low density lipoprotein), 3) al l. a zouester etreat (IDL, Sz.  intermediate density lipoprotein), 4) al l. a zouester uhel pe α -l ponner (HDL, Sz.  high density lipoprotein) ; er rummoù rak-β -l ha β -l ez eo uhel kenfeur al lipid (triglikeridoù ezdeuat er c'hilomikron, triglikeridoù endeuat ha kolesterol er β -l) hag izel kenfeur ar proteinoù (β-globulinoù) ; en daou rumm diwezhañ, -globulinoù) ; en daou rumm diwezhañ, IDL hag HDL, en eneb, ez eo izel kenfeur al lipid (kolesterol ha fosfolipidoù) hag uhel kenfeur ar proteinoù (α -globulinoù) ; en ateroskleroz hag en nefroz lipoidel e vez uhel bec'h an LDL, naouuster en orin al lesanv “kolesterol fall” lakaet war hemañ.

Kent War-lerc'h