Azoniad naouus dre vezañs un niver bras pe vrasoc'h a lipomoù ; lies furm a zeskriver hervez dasparzh an anafoù : l. nozelek liesel an dargreiz hag an izili, anaez hêrezhel, anezhañ ozvennoù endan-groc'hen a vent bihanoc'h eget ur graoñenn, kevret gant strafuilhoù nervel (laurioù, mieraezioù) ; l. hanrannel ar c'hef, ma vez lec'hiet an tolzennoù behin e par gourizoù an izili krec'h ha traoñ ha lodenn izelañ ar brusk ; l. kemparzhek kantet, diseurt e lec'hiadurioù gant muiegezh e par ar gouzoug.