1 A natur gant al lipid pe ar behin, sk. : koc'hionadoù lipoidek, anezho fosfolipidoù ha kolesterol (sl. dermatite atrophiante lipoïdique). 2 A neuz gant ul lipid (sl. lipoïde 2 ). 3 Arver istorel, sk. : nefroz lipoidel (Gl. néphrose lipoïdique pe lipoïde, Sz. lipoid nephrosis), skritell lakaet e 1917 gant Epstein ha chomet betek gouzout war ur c'hleñved dianav c'hoazh e natur hag e arbenn (sl. néphrose lipoïdique).
NOTENN : Amjestr eo diboubañ hordenn arverioù Gl. lipoïde, Sz. lipoid hag o deveradoù, hanc'herioù aet amsteriek dre benn diegi an aozerion da emzizober eus termenoù dispredet da heul araokaat ar skiantoù. War a hañval evelkent, ez eo tonket ul lod anezho da vont e-maez arver (erlec'hiañ a ra endeo ar saozneg-erion ar bennrann lipid- ouzh ar bennrann lipoid- e lies degouezh).