Preder

Geriadur ar vezekniezh

lipodystrophielipodystrophybehinvideñv g.

Mideñv lec'hiet er gwiad endan-groc'hen o tec'han an isteñv pe ar c'hoeñv anezhañ dre zarallad an adipokit ; lies azoniad a zeskriver : b. familhel darnel (azoniad Kobberling-Dunnigan), b. hollek (azoniad Lawrence), b. pe lipidloez insulinel, kemmesk usteñv hag isteñv ar gwiad behinel endan-groc'hen a stader gant an diabeteion e tachadoù sankañ an insulin, b. pervezel (kleñved Whipple), b. argammedek (kleñved Barraquer-Simons), azoniad naouus dre steuziadur argreskus hag hollel behin endan-groc'hen rannbarzhioù uhelañ ar c'horf ha behinegezh ar rannbarzhioù a-is ar begel.

Kent War-lerc'h