Preder

Geriadur ar vezekniezh

lipideslipidslipid s. & g.

Anvad rumm esterioù trenkennoù druz dezho un tolz mol uhel, bezant er gwiadoù bevel ; trenkennoù dre C16 ha C18 eo an trenkennoù druz (palmitek, stearek, oleek ha linoleek), alkooloù nitrogenek pe glikerol eo an alkooloù ; kemm a lakaer etre a) al l. eeun, diforc'het o unan hervez an alkool etre steridoù (steroloù) ha seridoù (alkooloù alifatek) ; b) al l. fosforin, glikerofosfolipidoù (lekitinoù ha kefalinoù) ha sfingofosfolipidoù ; c) al l. nitrogenek (kerebrozidoù ha gangliozidoù) ; d) al l. sulfurin (sulfatidoù) ; evel d'an trenkennoù druz ez eus d'al lipid ur blein dourlen (–COOH) hag ur blein dourlez (–CH₂–CH3), bleinegezh a adkaver en div haen lipidek eus koc'henn ar gellig ; a du 'rall ez a al lipid da amparañ er bevedeg ur mirad gremm, ur gwrezanreer hag ur gwarez ouzh ar stokoù.

Kent War-lerc'h