Feur al lipaz er gwad, dindan 190 UE/l ; reñverek e vez e tizhadoù an ilgreiz hag en ilgreizfo lemm dreist holl.
NOTENN : El Liaoniezh, evit danvezennoù 'zo, e tewerzher ar c'hementadoù dre unanennoù savelet dre andalañ ar gwerederezh bevedel anezho ha n'eo ket dre zewerzhañ o naouusterioù alvezel ; e se, ez eus bet kendivizet, dre emglev etrevroadel, ur reizhiad unanennoù ; hogen tra ma 'z eo unvan reizhiad an unanennoù hag ar berradurioù ouzh o aroueziñ, n'eo ket bet unvanet, ac'hoel betek henn, berradur an termen “unanenn etrevroadel” ; ober a reer gant IU pe U (International Unit) e saozneg, IE pe I (Internationale Einheit) en alamaneg, UI (Unidad Internacional, Unité Internationale, Unità Internazionale) e spagneg, galleg, italianeg, h.a. ; betek gouzout, ez arveran UE (Unanenn Etrevroadel).