Preder

Geriadur ar vezekniezh

lingulalingulalorikenn b.

Anvad peder elfenn gorfadurel : lorikenn an ilpenn (TA lingula cerebelli), parzh kofelañ tolbezenn araok an ilpenn ; lorikenn ar c'haved (TA  lingula mandibulae) lavnennig tric'hornek war dalbenn diabarzh barr ar c'haved, bevenn araok kanol ar c'haved, lec'h enlenañ ar stagell c'henneg-gaved ; lorikenn ar genneg (TA  lingula sphenoidalis), baleg tanav war dreñv etre korf hag askell vras ar genneg ; lorikenn ar skeventenn gleiz (TA  lingula pulmonis sinistra), teodenn diwar parzh izelañ tolbezenn grec'h ar skeventenn gleiz e kefin an ask a-galon.

Kent War-lerc'h