Preder

Geriadur ar vezekniezh

ligament large de l'utérus, TA ligamentum latum uteribroad ligament of uterusstagell ledan ar grozh

Aspleg ampelenn astennet etre ribloù kostez ar grozh ha speurioù kostezel al lestr, ouzh e ober, e krec'h, tachad ar plegoù (Gl.  zone des plis), anezhañ rouedenn ar grozh (TA  mesometrium), r. ar vierez (TA  mesovarium), r. ar gorzenn (TA  mesosalpinx) ha, dindan, diaz (TA  basis) ar stagell ledan, a zo e barzh uhelañ pe lezkrozh (TA  parametrium) treuzet gant ar san droazh ha gwazhied ar grozh hag ar gouin, e barzh izelañ enlenet ouzh krommenn ar gouin (TA  fornix vaginae) ha gouzoug ar grozh (TA  cervix uteri).

Kent War-lerc'h