Teskad div pe lies genenn loet war ur c'hromozom, oc'h amparañ ur strobad (Gl. groupe de liaison) : treuzkaset hêrezhel a-gevret e vez an doareennoù e dalc'h ar genennoù ereet, da skouer genenn an ovalokitoz ha hini ar barenn Rh ; sezañ a c'hell ar strobad war ur c'hromozom somatek kenkoulz ha war ar c'hromozomoù revel (anv a reer neuze a revere (Sz. sex-linkage) hag a dreuzkas revereet) (Gl. transmission liée au sexe).