Preder

Geriadur ar vezekniezh

Lewis : facteur, substance ou système ∼Lewis factorparenn b., danvezenn b. pe reizhiad b. Lewis

Mukopolisakarid hezileizh (danvezenn Lewis pe Le, daou seurtad anezhi : Lea ha Leb), danzeet en halv gant 90 % a 'n hiniennoù ; treuzfurmet e vez dre ar c'henenn Se en danvezenn H a dalvez da enaozañ an antigenoù eritrokitel A ha B, spesadel d'ar rizhoù gwad A, B hag AB ; pa na c'hoarvez ket an dreuzfurmidigezh e danvez H (e diouer ar c'henenn Se), ez a an danvezenn Le da lenañ ouzh an hemati.

Kent War-lerc'h