Preder

Geriadur ar vezekniezh

lévocardielaevocardiakleizwariadur g. ar galon

Dilec'hiadur ezreol ar galon d'an hantervrusk kleiz ; kemm a lakaer etre ar 1) k. arzeuat (pe  kleizc'hweladur, Gl.  sinistroversion), pa vez disvountet ar galon gant ur fennad krezoù pe ur yoc'henn sezet a-zehou, pe pa vez desachet war gleiz gant glenelloù krezoù, skleroz ar skevent pe ul logigisvoll sezet a-gleiz ; 2) k. ganedigel, milakadur dibaot kenan, ar galon o vezañ en he loadur kleiz boas, ar peurrest eus ar flugez o vezañ tuginet (situs inversus) ; kevret e vez bepred ar k. gant kammneuziadurioù kalon all (sl.  dextrocardie).

Kent War-lerc'h