Prouad amkanet da imbourc'hiñ kizidikadur al leukokit (pe ar makrofag) ouzh un antigen ; penn digor ur vrigerenn dall leuniet gant un arlugad limfokit a souber en ur gibanad metoù tiñvañ ouzhpennet dezhañ an antigen ; goude 18 h e-barzh un tesaer da 37°C e stader o deus emdizhet al leukokit d'ar gibanad a-bezh pa nad int ket kizidikaet ouzh an antigen pe, en eneb, mard int kizidikaet, ez eo bet heudet o emdizh hag e chomont gronnet ekreiz ar giban en dro da benn ar vrigerenn ; prouad hemañ a gevaraez erc'hwiliañ an hangae dre handizh kelligel (sl. facteur inhibiteur de la migration (des leucocytes et des macrophages), hypersensibilité différée ou retardée : réaction d'∼, immunité, immunité).