Preder

Geriadur ar vezekniezh

leucémie à tricholeucocyteshairy cell leukaemialeukemiezh trikoleukokitel, leukemiezh gant leukokit blevek

Gwadnaoued dibaot, grevus, o tizhout aliesoc'h ar c'houreved oadour, naouus ent klinikel dre an asikted, ar welvded, ur felc'husvent muiek hag a-wechoù an usvent avu, ent wadoniel dre un olkelligoù bloc'hel (hemati, pladanoù, granulokit eozinofil dreist holl) hep tuadur d'an adc'henezhañ ha, naouuster dibarek, bezañs trikoleukokit, brasoc'h eget al leukokit, houpet diwarno ur greouichennad astennadoù protoplasm, oc'h ensilañ er mel eskern hag er felc'h ; goulemm e vez an dedro, herrekaet gant resmiadoù gouliñvel ha poreel.

Kent War-lerc'h