Paotañ furm leukemiezh, naouus dre un usvent bras a 'r felc'h hag un usvent argrenn a 'n avu, ur gourelwenn etre 100 000 ha 300 000 oc'h angorzhañ an holl ac'hadoù leukokit, dreist holl ar granulokit eozinofil ha bazofil hag elfennoù yaouank na gaver ent reol nemet er mel ; studi ar genrizh a laka war wel hogos bepred ar c'hromozom Filadelfia ; en desped d'ar skin- ha d'ar c'himigurañ e chom an dedro marvus dindan dri bloaz (sl. chromosome Philadelphie, myélomatose, myéloprolifératifs : syndromes ∼ ).