Preder

Geriadur ar vezekniezh

LeptospiraLeptospiraLeptospira g.

Genad bakteri nemetañ eus kerentiad al Leptospiracaea, korrvevion heloc'h, e stumm troellennoù punet start, kromm o dibennoù, kleñvedus evit an den spesadoù anezho : L. icterohaemorragiae, arvevad boas ar razhed en treuzkas dre ar vouilhenn ha dre zour an neuñvlennoù (sl.  leptospirose ictérohémorragique), L. grippotyphosa a zo logod ar maezioù ar mirva anezhañ, gwezher terzhienn ar parkeier (sl.  fièvre des marais), L. pomona, gwezher kleñved ar voc'herion yaouank, L. bataviae, gwezher terzhienn ar rizegi, L. australis, kiriek da derzhienn ar c'horz sukr.

Kent War-lerc'h