Danvezenn antigenek dewerc'het dre vreviñ, silañ ha dishadennañ an nozel lovrek ; ar prouad dre al l. (Gl. épreuve à la l., Sz. lepromine test) a c'hoarvez a sankañ en derm 0,1 mL arlugenn lepromin : goude 4 da 6 sizhun e tinod ur grugenn gant klañvourion al lovrezh tuberkuloidel, o testiñ un argerzh difenn a-berzh ar gouziviad ; nac'hek e vez ar prouad e tro al lovrezh lepromatus ; yaek e vez a-wechoù gant an hiniennoù bonan.